Centre d'étude du milieu d'Ouessant
Centre d'étude du milieu d'Ouessant

Pour nous trouver :

Ar Gouzoul

29242 Ouessant

tel: 02-98-48-82-65

mél: cemouessant29@wanadoo.fr

C.E.M.O
Ar Gouzoul
29242 Ouessant

 

Téléphone : 02-98-48-82-65

Mél : cemouessant29@wanadoo.fr

 

Nos horaires d'ouverture :

Du lundi au vendredi :

8h30 - 12h00

13h30 - 17h00

Degemer mat war lec'hien ar CEMO

Ar CEMO a zo ur gevredigezh ( lezenn 1901 ), hag a zo staliet e Eusa. Kargoù ar CEMO a zo rannet e tri lodenn vras :

 

- Degemer ha herberc'hiadenn tud a vefe dedenet gant endro enezat Eusa

Merrañ a ra ar gevredigezh ur greizenn laboused, kreizenn merret gant ar PNRA, gallout a ra degemer 39 den d'ar muiañ gant lec'hioù liesvarek. Degemer a ra ar CEMO tud disheñvel ( skolioù, skiantourien met tud boaz ivez...

 

-Deskadur an endro hag an diorren padus

Bep bloaz, muioc'h eget 100 pourmenadenn natur pe emvodoù desvard an diorren padus a zo bet graet gant ar CEMO. Ar bourmenadennoù a seurt se a c'hell dedeniñ a holl (skolourien, skiantourien, tud boaz..) dre lodennoù ( al laboused, ar plantoù, an natur, ekologiezh ar morioù...). Ur program pourmenadennoù a vez graet bep bloaz evit vakansoù an hanv pe reoù an nevez amzer. Abaoe un neubeud bloavezhioù, ar gevredigezh a emban levrioù bihan a vez graet evit rein skiant an enezenn, dre an dastummad levrioù ar Cahiers du CEMO.

 

-Arsellva ar biolesseurter enezat

 Ar pezh a vez graet er greizenn na vefe ket ken poellek ma ne vefent ket savet diwar gouziegezhioù krenv. Krenv deus tost 30 vloaz gouziegezh ha enklaskoù war danveoù disheñvel e-giz, an natur hag ar skiantoù. Kendalc'h a ra ar CEMO e enklaskoù war al laboused hag o lec'h bevañ, chenchamantoù an endro hag ar plantoù gwazhied Eusa. Kemer a ra ivez  perzh  e meur a rouedad evel an OROM ( Arsellvaoù ranvroel al laboused mor) pe ar rouedad "dilestradeg ar bronegoù mor", hag gant strolladoù labour evel ( crave gant pigos ruz, Natura 2000...)

 

 

Hon lec'hien a zo aes ha gant meur a titouroù pouezhus. Daou titl pennañ a zo :

 

- C'hoant o pefe ober ur veaj e Eusa ? C'hoant o pefe kaout titouroù war  biolesseurter hag war ekosistem an enezenn ?

An titl "Ouessant" a zo graet evidoc'h. Kavout a reoc'h sur awalac'h an titouroù klasket.

An istitl " zoom sur..." a zo ur resisamant war ar spesadoù, un dra liammet gant endro Eusa.

 

- C'hoant o pefe annavezhout hon greizenn, bezañ herberc'het eno, kemer perzh en ur bourmenadenn natur ?

Kit da well en titl " Le CEMO ". Displeget eo pep tra.

 

Dizoloadenn vat !

 

(testenn : Glenn.O)